La Suite Royale

Deuet eo Dédé Koad da vezañ roue, met ar vuhez-se n’eo ket ken aes hag e seblante…ha buan e krog Dédé da vezañ skuizh gant e labour nevez.

Divizout a ra mont da foetañ bro evit aveliñ e spered,hag adkavout e vignon kozh Jobig.

E barzh an istor-se, Dédé vo e-touez tud ar vro hag o c’hudennoù. Ret e vo dezhañ kaout menozioù fin ha speredek evit diskoulmañ an aferioù-se.

Gallout a rit adkavout en abadenn mañ : kanaouennoù, laeron, ur banjo, ur roñflez hag ur bern traoù digredus !

Evit piv ?

Evit an holl adalek 3 bloaz

Pelec’h

En diabarzh

Padelezh

44 munut (skoll-vamm 32 munut)

Leurenn

7 x 5 metrad

Teknikel

Emren evit ar son

Pet arvesterien ?

betek 300 arvester

Skipailh

2 den

Yezh

Brezhoneg, galleg pe divyezhek

Skrivet ha c’hoariet gant  : Yann- Guirec Le Bars hag Erwan Hémeury
Gant sikour  : Anthony Sérazin
Graferezh : Laurence Guennec