Dédé Koat

image

Dédé Koat zo o chom e-unan e-barzh un ti bihan : n’en deus nemet ur vuoch, ur gastelodenn hag ur vamm ….’Benn neubeut e teuio ar roue evit goulenn an tailhoù met n’eus ket arc’hant gant Dédé !

« Mammig, moneiz zo ganit ?  Trugarez …met n’eo ket a-walc’h evit paean ar roue » …penaos ‘vo graet ? Ur menoz zo deuet din !

Un dudenn awenet gant kontadennoù hengounel ha krouet gant daou gañfard plijet gant ar gerioù hag al lusk. Un istor deus ar vro gant sonerezh ha plantoù Breizh evit plijadur an daoulagad hag an divskouarn ! Un arvest etre c’hoariva ha kontadennoù evit ur c’homedian dirollet.

Evit piv ?

Evit an holl adalek 3 bloaz

Pelec’h ?

En diavezh pe en diabarzh

Padelezh

43 munut (skol vamm : 32 munut)

Leurenn

4 x 4 metrad

Teknikel

Emren evit ar son

Pet arvester ?

betek 300 arvester

Skipailh

1 den

Yezh

Brezhoneg, galleg ha divyezhek

Skrivet ha ch’oariet gant :  Erwan Hémeury
Gant sikour : Anthony Sérazin
Graferezh : Julien Cornic
Skoazell : Ti ker Plounévez-Moëdeg (22), servij sevenadurel Fégréac (44),  Cie Orange Givrée (56), Ti ar vro Treger Goeloù (22)